Emmylou Harris

Emmylou Harris o seniñ en Ahoy, Rotterdam, Izelvroioù, e 2006.

Emmylou Harris, ganet d'an 2 a viz Ebrel 1947, e Birmingham, Alabama, zo ur ganerez stadunanat hag a gan country, folk, rock. Skrivañ kanaouennoù ha seniñ gitar a ra ivez, ha kanañ gant kanerien all en abadennoù pe enrolladennoù.

Kanet he deus gant kanerien country e-leizh evel-just : Dolly Parton, Carlene Carter, Linda Ronstadt, Sheryl Crow, Tracy Chapman, hag gant The Chieftains ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search